1 Samuel 24:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
16 P'en doe echuet David da lavarout ar c'homzoù-se da Saül, e lavaras Saül: Honnezh eo da vouezh, va mab David? Ha Saül a savas e vouezh hag a c'harmas.
Neuze Sarai a lavaras da Abram: An dismegañs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh ez pruched, ha pa he deus gwelet he doa koñsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te!
Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù.
Ne'm eus ket pec'het ouzhit, met e trougc'hraez em c'heñver oc'h ober brezel ouzhin. Ra varno hiziv an AOTROU, hag a zo ar Barner, etre mibien Israel ha mibien Ammon!