E-pad c'hwec'h devezh e ri da labour. Met d'ar seizhvet deiz e tiskuizhi, abalamour da'z ejen ha da'z azen da ziskuizhañ, ha ma kemero nerzh mab da vatezh hag an diavaeziad.
Al labour a vo graet e-pad c'hwec'h devezh, met er seizhvet devezh e vo ar sabad-diskuizh santelaet evit an AOTROU . Piv bennak a raio ul labour e deiz ar sabad a vo lakaet d'ar marv.
Un arouez e vo etrezon-me ha mibien Israel da viken, rak an AOTROU en deus graet e c'hwec'h devezh an neñvoù hag an douar, met er seizhvet devezh en deus paouezet hag en deus diskuizhet.
Mar dalc'hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhañ hep heuliañ da hentoù, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoù aner,
met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc'h, na da servijer, na da vatezh, na da ejen, na da azen, nag hini ebet eus da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù, evit ma tiskuizho da servijer ha da vatezh.