Sevel a reas hag e skoas war ar Filistined betek ma voe skuizh e zorn ha ma chomas stag ouzh e gleze. En deiz-se an AOTROU a roas un dieubidigezh vras. Ar bobl a zistroas war-lerc'h Eleazar evit diwiskañ.
1 Samuel 17:52 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tud Israel ha Juda a savas, a laoskas kriadennoù a levenez, hag a redas war-lerc'h ar Filistined betek digor an draonienn ha betek dorioù Ekron. Hag ar Filistined gloazet d'ar marv a gouezhas war hent Shaaraim betek Gad ha betek Ekron. |
Sevel a reas hag e skoas war ar Filistined betek ma voe skuizh e zorn ha ma chomas stag ouzh e gleze. En deiz-se an AOTROU a roas un dieubidigezh vras. Ar bobl a zistroas war-lerc'h Eleazar evit diwiskañ.
Neuze roue Israel a yeas er-maez hag a skoas war ar c'hezeg hag ar c'hirri, e doare ma faezhas rust ar Siriz.
hag en em astenne an harz e tu hanternoz Ekron, hag ez ae da gavout Shikron, hag e tremene dre venez Baala, hag ez ae da Jabneel, hag an harz a zeue d'ar mor.
Tud Israel, eus Neftali, eus Aser hag eus Manase en e bezh, en em zastumas hag a redas war-lerc'h Madian.
Mibien Israel a zistroas eus redek war-lerc'h ar Filistined, hag e preizhataas o c'hamp.
Kas a rejont eta arc'h Doue da Ekron. Pa erruas arc'h Doue en Ekron, an Ekroniz a grias o lavarout: Degaset o deus deomp arc'h Doue Israel, evit hol lakaat da vervel, ni hag hor pobl!
Hag e kerc'hjont hag e tastumjont holl briñsed ar Filistined, hag e lavarjont: Petra a raimp gant arc'h Doue Israel? Hag e respontjont: Ra vo kaset arc'h Doue Israel betek Gad. Hag e tezougjont arc'h Doue Israel.