An AOTROU Doue a lavaras d'ar wreg: Perak ec'h eus graet kement-se? Ar wreg a respontas: An naer he deus touellet ac'hanon ha debret em eus diouti.
1 Samuel 13:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Samuel a lavaras: Petra ac'h eus graet? Saül a respontas: Pa em eus gwelet e pellae ar bobl diouzhin, ha ne zeues ket d'an deiz merket, hag e oa en em zastumet ar Filistined e Mikmash, |
An AOTROU Doue a lavaras d'ar wreg: Perak ec'h eus graet kement-se? Ar wreg a respontas: An naer he deus touellet ac'hanon ha debret em eus diouti.
Hag e lavaras: Petra ac'h eus graet? Mouezh gwad da vreur a gri eus an douar betek ennon.
Joab a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras: Petra ac'h eus graet? Deuet eo Abner da'z kavout, perak ec'h eus e lezet da vont kuit hag eo aet evel-se?
Hag e teuas d'en em zerc'hel dirak e vestr. Elizea a lavaras: A-belec'h e teuez, Gehazi? Hag e respontas: Da servijer n'eo aet nag amañ nag aze.
Jozue a lavaras da Akan: Va mab, ro gloar d'an AOTROU Doue Israel, ro dezhañ meuleudi, ha disklêr din ar pezh ac'h eus graet, n'henn kuzh ket ouzhin.
em eus lavaret: Ar Filistined a ziskenno bremañ a-enep din e Gilgal, ha ne'm eus ket pedet an AOTROU . Ha goude bezañ en em zalc'het, em eus kinniget al loskaberzh.
Saül, e vab Jonatan, hag ar bobl en em gave ganto, en em zalc'he e Gibea-Benjamin, hag a Filistined a oa o kampiñ e Mikmash.
Saül a zibabas tri mil den a-douez Israel. Bez' e oa daou vil gantañ e Mikmash ha war venez Betel, ha mil gant Jonatan e Gibea-Benjamin. Hag e kasas nemorant ar bobl, pep hini d'e deltenn.
Hag ar Filistined en em zastumas evit ober brezel da Israel, gant tregont mil karr ha c'hwec'h mil marc'heger, hag ur bobl niverus evel an traezh a zo war vord ar mor. Pignat a rejont hag e kampjont e Mikmash, ouzh sav-heol Bet-Aven.
Unan eus an dent-se a oa ouzh an hanternoz dirak Mikmash, hag egile ouzh ar c'hreisteiz dirak Geba.