2 Samuel 3:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned24 Joab a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras: Petra ac'h eus graet? Deuet eo Abner da'z kavout, perak ec'h eus e lezet da vont kuit hag eo aet evel-se? Ver Capítulo |
Abner a voe gwall fuloret en abeg da gomzoù Ishboshed, hag e lavaras dezhañ: Daoust hag-eñ ez on ur penn ki a-enep Juda, me a ziskouez hiziv madelezh e-keñver ti Saül da dad, hag e-keñver e vreudeur hag e vignoned, me na'z laka ket etre daouarn David? Hag e rebechez din hiziv ur mank gant ar vaouez-se?