Ezaü a lavaras d'e dad: Ha ne'c'h eus nemet ar vennozh-se, va zad? Bennig ac'hanon ivez, va zad! Ezaü a savas e vouezh hag a ouelas.
1 Samuel 11:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar gannaded a zeuas da C'hibea kêr Saül, hag e lavarjont ar c'homzoù-se d'ar bobl. Hag ar bobl a savas o mouezh hag a c'harmas. |
Ezaü a lavaras d'e dad: Ha ne'c'h eus nemet ar vennozh-se, va zad? Bennig ac'hanon ivez, va zad! Ezaü a savas e vouezh hag a ouelas.
ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.
Akiezer ar penn ha Joaz, mibien Shemaa eus Gibea; Jeziel ha Peled mibien Azmaved; Beraka; Jehu eus Anatod,
P’en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.
Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec’h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc’h hoc’h-unan en ur c’horf.
Kerkent ha m'en doe lavaret ael an AOTROU ar c'homzoù-se da holl vibien Israel, e savas ar bobl o mouezh, hag e leñvjont.
Mibien Israel o devoa pignet ha gouelet dirak an AOTROU betek an noz, ha goulennet kuzul o doa digant an AOTROU o lavarout: Hag e tostaimp c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur? Hag an AOTROU en doa lavaret: Pignit a-enep dezhañ.
Neuze holl vibien Israel hag an holl bobl a bignas hag a zeuas da Vetel, gouelañ a rejont eno hag en em zalc'hjont dirak an AOTROU, hag e yunjont an deiz-se betek an noz, hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.
Ar bobl a zeuas da Vetel, hag e chomjont eno betek an noz dirak Doue. Sevel a rejont o mouezh o ouelañ dourek
Saül ivez a yeas d'e di da C'hibea, hag ez eas gantañ an dud kadarn en doa teneraet Doue o c'halon.
Saül en em zalc'he er penn all eus Gibea dindan ar c'hreunavalenn a oa e Migron, hag ur bobl en em gave gantañ, war-dro c'hwec'h kant den anezho.
Neuze David hag ar bobl a oa gantañ a savas o mouezh hag a ouelas, betek ma n'o doe ken enno a nerzh da ouelañ.