ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.
armet gant gwaregi, e c'hellent teurel mein gant o dorn dehou ha gant o dorn kleiz, ha tennañ biroù gant o gwareg. Eus Benjamin e oant, a-douez breudeur Saül:
D'ar pevare deiz en em zastumjont e traonienn ar Beraka, rak eno e vennigjont an AOTROU. Setu perak eo bet anvet al lec'h-se, betek hiziv, traonienn ar Beraka.