1 Rouaned 4:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned mab Abinadab en holl rannvro Dor, Tafad merc'h Salomon en doa da wreg; |
Pa glevas Jabin roue Hazor an traoù-mañ, e kasas da gavout Jobab roue Madon, roue Shimron, roue Akshaf,
hag ar rouaned a oa o chom en hanternoz, er menez, er blaenenn e kreisteiz Kinnered, en draonienn, war grec'hioù Dor war-zu ar c'huzh-heol,
Manase en doa en Isakar hag en Aser: Bet-Shean gant he c'hêrioù, Jibleam gant he c'hêrioù, annezidi Dor gant he c'hêrioù, annezidi En-Dor gant he c'hêrioù, annezidi Taanak gant he c'hêrioù, annezidi Megiddo gant he c'hêrioù, tri c'horn-bro.
Manase ivez ne gasas ket kuit annezidi Bet-Shean na re eus he c'hêrioù, nag eus Taanak na re eus he c'hêrioù, nag annezidi Dor na re eus he c'hêrioù, nag annezidi Jibleam na re eus he c'hêrioù, nag annezidi Megiddo na re eus he c'hêrioù. Hag ar Gananeiz a fellas dezho chom er vro-se.
Hag evel ma'z aent, e welas Eliab, hag e lavaras ennañ e-unan: A-dra-sur olevad an AOTROU a zo dirazañ.
Jese a c'halvas Abinadab, a lakaas da dremen dirak Samuel, a lavaras: An AOTROU n'en deus ket e zibabet.