1 Rouaned 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras da Jozafad: Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad? Jozafad a respontas da roue Israel: Me eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg. |
mab Geber e Ramod-Galaad, ha dezhañ e oa bourc'hioù Jair mab Manase e Galaad, hag ivez rannvro Argob e Basan ha tri-ugent kêr gant mogerioù ha barrennoù arem;
Kas a reas da gavout Jozafad roue Juda, evit lavarout dezhañ: Roue Moab a zo en em savet a-enep din. Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Moab? Hag e lavaras: Mont a rin ganit. Me a raio eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg.
Akab roue Israel a lavaras da Jozafad roue Juda: Hag e teui ganin a-enep Ramod-Galaad? Hag e respontas dezhañ: Me eveldout, ha va fobl evel da bobl, ni a yelo ganit d'ar brezel.
Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.
D’an hini a drec’ho hag a viro va oberoù betek an dibenn, e roin dezhañ galloud war ar broadoù.