Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 22:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Roue Israel a lavaras d'e servijerien: Ha gouzout a rit ez eo deomp Ramod-Galaad? Hag en em zalc'homp sioul e-lec'h hec'h adkemer eus daouarn roue Siria!

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 22:3
10 Referencias Cruzadas  

Hag Absalom, eñ hag hon doa olevet warnomp a zo marvet en emgann. Bremañ eta perak ne gomzit ket eus adkerc'hat ar roue?


Roue Israel ha Jozafad roue Juda a bignas a-enep Ramod-Galaad.


mab Geber e Ramod-Galaad, ha dezhañ e oa bourc'hioù Jair mab Manase e Galaad, hag ivez rannvro Argob e Basan ha tri-ugent kêr gant mogerioù ha barrennoù arem;


Mont a reas gant Joram mab Akab d'ober brezel a-enep Hazael roue Siria e Ramod-Galaad. Ar Siriz a c'hloazas Joram.


Evel-se, Jehu mab Jozafad mab Nimshi a iriennas a-enep Joram. Joram a ziwalle Ramod-Galaad, eñ hag holl Israel, a-enep Hazael roue Siria.


da c'houzout: Bezer er gouelec'h, er blaenenn, evit ar Rubeniz, Ramod e Galaad evit ar C'hadiz, Golan e Basan evit ar Vanasiz.


Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec'h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase.


diwar veuriad Gad, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Ramod e Galaad gant he douaroù, Mahanaim gant he douaroù,


Lavaret e voe da re C'haza: Samzun a zo deuet amañ. Kelc'hiañ a rejont anezhañ, hag en em zalc'hjont e spi a-enep dezhañ e-pad an noz ouzh dor kêr, hag e chomjont didrouz e-pad an noz holl o lavarout: Da c'houloù-deiz e lazhimp anezhañ.


Hag e lavarjont: Deomp, pignomp a-enep dezho! Rak gwelet hon eus ar vro, ha setu, gwall-vat eo. Ha petra, c'hwi a chom hep lavarout netra! Na vezit ket didalvez da vont evit perc'hennañ ar vro-se!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos