Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Kas a reas da gavout Jozafad roue Juda, evit lavarout dezhañ: Roue Moab a zo en em savet a-enep din. Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Moab? Hag e lavaras: Mont a rin ganit. Me a raio eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 3:7
12 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaras da Jozafad: Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad? Jozafad a respontas da roue Israel: Me eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg.


Hag Elizea a varvas hag e voe sebeliet. Er bloaz war-lerc'h, bagadoù Moab a zeuas er vro.


Rak-se ar roue Joram a yeas er-maez en deiz-se eus Samaria hag a niveras holl Israel.


Hag e lavaras: Dre beseurt hent e pignimp? Hag e respontas: Dre hent gouelec'h Edom.


Evel-se ez eas roue Israel, roue Juda ha roue Edom, hag e kerzhjont e-pad seizh devezh. Met an dour a vankas evit ar c'hamp hag evit al loened a yae war o lerc'h.


Akab roue Israel a lavaras da Jozafad roue Juda: Hag e teui ganin a-enep Ramod-Galaad? Hag e respontas dezhañ: Me eveldout, ha va fobl evel da bobl, ni a yelo ganit d'ar brezel.


Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios