Hag Asa a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David e dad. Ha Jozafad e vab a renas en e lec'h.
1 Rouaned 22:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned A-benn tri bloaz, Jozafad roue Juda a ziskennas da gavout roue Israel. |
Hag Asa a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David e dad. Ha Jozafad e vab a renas en e lec'h.
Koulskoude an uhellec'hioù ne voent ket lamet, hag ar bobl a aberzhe hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù.
Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, evel m'en doa graet ti Akab, rak merc'h Akab en doa da wreg. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.