41 Er pevare bloaz eus Akab roue Israel, e oa deuet Jozafad mab Asa da roue war Juda.
Hag Asa a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David e dad. Ha Jozafad e vab a renas en e lec'h.
A-benn tri bloaz, Jozafad roue Juda a ziskennas da gavout roue Israel.
Hag Akab a c'hourvezas gant e dadoù. Hag Akazia e vab a renas en e lec'h.
Pemp bloaz ha tregont e oa Jozafad pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Azuba merc'h Shilki.
Mab Salomon a voe: Roboam, en doe ur mab: Abija, en doe ur mab: Asa, en doe ur mab: Jozafad,
Ha Jozafad e vab a renas en e lec'h, hag hemañ en em greñvaas a-enep Israel.
Jozafad a renas eta war Juda. Pemp bloaz ha tregont e oa Jozafad pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Azuba merc'h Shilki.