Roboam mab Salomon a rene e Juda. Ur bloaz ha daou-ugent e oa Roboam pa zeuas da roue, hag e renas seitek vloaz e Jeruzalem, ar gêr en doa dibabet an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel, evit lakaat enni e anv. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez.
Neuze e varvas, hervez komz an AOTROU disklêriet gant Elia. Ha Joram a renas en e lec'h, d'an eilvet bloaz eus Joram mab Jozafad roue Juda, rak n'en doa mab ebet.
Jozafad a renas eta war Juda. Pemp bloaz ha tregont e oa Jozafad pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Azuba merc'h Shilki.