dre m'en doa graet David ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, hag e-pad e holl vuhez ne zistroas ket eus kement en doa gourc'hemennet, nemet en afer Uri an Hitit.
Ha mar lavarit din: Ni a laka hor fiziañs en AOTROU hon Doue, daoust ha n'en deus ket lamet Ezekiaz e uhellec'hioù hag e aoterioù, en ur lavarout da Juda ha da Jeruzalem: Dirak an aoter-mañ e Jeruzalem e stouot?
Asa a grias d'an AOTROU e Zoue hag a lavaras: AOTROU! Evidout, ken aes eo sikour ar re a zo kalz hag ar re a zo dinerzh. Sikour ac'hanomp, AOTROU hon Doue! Rak warnout ez omp en em harpet, hag ez anv ez omp deuet a-enep an engroez-mañ. Te eo an AOTROU hon Doue, ra ne drec'ho ket an den warnout!
Pa glevas Asa ar c'homzoù-se ha profediezh Obed ar profed, en em greñvaas, hag e lamas kuit an traoù euzhus diouzh holl vro Juda ha Benjamin, ha diouzh ar c'hêrioù en doa tapet e menez Efraim. Nevesaat a reas aoter an AOTROU a oa dirak porched an AOTROU.
Distroet int buan eus an hent em boa merket dezho. Graet o deus ul leue teuzet, daoulinet o deus dirazañ, aberzhet o deus dezhañ ha lavaret o deus: Setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.