Pa'c'h anavezas Hadad, en Ejipt, e oa gourvezet David gant e dadoù, hag e oa marv Joab penn an arme, e lavaras da Faraon: Va lez da vont kuit da'm bro.
Diwar-benn nemorant oberoù Akab ha kement a reas, an ti olifant a savas hag an holl gêrioù a savas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?
Neuze e varvas, hervez komz an AOTROU disklêriet gant Elia. Ha Joram a renas en e lec'h, d'an eilvet bloaz eus Joram mab Jozafad roue Juda, rak n'en doa mab ebet.
Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klañv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eñ e savin eus ar c'hleñved-se.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.