1 Rouaned 2:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha David a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David. |
David a annezas er c’hreñvlec’h, a anvas ker David. Sevel a reas tro-dro dezhi adalek Milho betek an diabarzh.
Pa vo peurechu da zeizioù ha ma vi kousket gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, an hini a zeuio eus da gorf, ha me a startaio e ren.
Hag e c'hoarvezo, pa vo gourvezet gant e dadoù ar roue va aotrou, e vimp gwallgaset, me ha va mab Salomon, evel tud kablus.
Pa'c'h anavezas Hadad, en Ejipt, e oa gourvezet David gant e dadoù, hag e oa marv Joab penn an arme, e lavaras da Faraon: Va lez da vont kuit da'm bro.
Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h.
Ha Roboam a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez. Hag Abijam e vab a renas en e lec'h.
Hag Asa a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David e dad. Ha Jozafad e vab a renas en e lec'h.
Hag Abijam a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David. Hag Asa e vab a renas en e lec'h.
Ha Jozafad a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Joram e vab a renas en e lec'h.
Salomon a zeuas e kerentiezh Faraon roue an Ejipt. Kemer a reas merc'h Faraon da wreg, hag e tegasas anezhi da gêr David, ken n'en doe echu da sevel e di ha ti an AOTROU, kenkoulz hag ar voger en-dro da Jeruzalem.
Neuze Salomon a zastumas henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, e Jeruzalem dirak ar roue Salomon, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.
Jotam a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Hag Akaz e vab a renas en e lec'h.
Akaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Hag Ezekiaz e vab a renas en e lec'h.
Joram a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Hag Akazia e vab a renas en e lec'h.
E servijerien a zezougas anezhañ war ur c'harr da Jeruzalem, hag e voe sebeliet en e vez gant e dadoù e kêr David.
Mervel a reas en ur gozhni vras, gwalc’het a zeizioù, a binvidigezhioù hag a c'hloar. Ha Salomon e vab a renas en e lec'h.
Sebeliet e voe e kêr David gant ar rouaned, rak graet en doa vad da Israel, hag e-keñver Doue hag e di.
Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h.
Ha David, goude bezañ servijet en e amzer da ziviz Doue, a zo marv, a zo bet lakaet gant e dadoù hag en deus gwelet ar vreinadurezh.
Tud breudeur, aotreet eo din lavarout deoc’h gant hardizhegezh diwar-benn an uheldad David, penaos eo marv hag eo bet sebeliet. Emañ e vez c’hoazh hiziv en hon touez.