Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 11:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Pa'c'h anavezas Hadad, en Ejipt, e oa gourvezet David gant e dadoù, hag e oa marv Joab penn an arme, e lavaras da Faraon: Va lez da vont kuit da'm bro.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:21
10 Referencias Cruzadas  

Kas a reas eta e vreudeur kuit, ha pa'z ejont e lavaras dezho: Na dabutit ket en hent.


Abner a lavaras da Zavid: Sevel a rin hag ez in da zastum holl Israel e-kichen ar roue va aotrou, evit ma raint emglev ganit, hag e reni evel ma fell da'z ene. Ha David a lezas Abner da vont kuit, hag ez eas e peoc'h.


C'hoar Tapanez a c'hanas dezhañ e vab Genubad, a voe dizonet gant Tapanez e ti Faraon. Evel-se e oa Genubad e ti Faraon, e-touez mibien Faraon.


Faraon a lavaras dezhañ: Petra a vank dit em c'hichen, ma c'houlennez evel-se mont da'z pro? Hag eñ a lavaras: Netra, met va lez da vont kuit.


Ha David a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David.


Benaja mab Jehojada a bignas eta, hag a skoas warnañ hag en lazhas. Sebeliet e voe en e di er gouelec'h.


An AOTROU a lavaras da Voizez e Madian: Kae en-dro d'an Ejipt, rak ar re holl a glaske da vuhez a zo marv.


o lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha kae da vro Israel, rak ar re a glaske ar bugel bihan evit e lazhañ a zo marv.


Respont a reas: Ra vo evel ma hoc'h eus lavaret. Goude-se o lezas da vont kuit hag ez ejont. Hag e skoulmas ar gordennig ruz-mouk ouzh ar prenestr.


Goude e savjont da c'houloù-deiz. Samuel a c'halvas Saül war an doenn hag a lavaras: Sav hag ez lezin da vont. Saül a savas eta, hag ez ejont o-daou er-maez, eñ ha Samuel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos