1 Rouaned 12:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue Roboam a c'houlennas ali digant ar re gozh a oa bet e-kichen Salomon e dad pa oa bev, o lavarout: Peseurt respont am c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se? |
Met Absalom a lavaras: Ra vo galvet ivez Hushai an Arkiad, ma klevimp ar pezh a lavaro, eñ ivez.
Eürus eo da dud! Eürus da servijerien en em zalc'h bepred dirazout hag a selaou da furnez!
Lavarout a raen: An deizioù a gomzo, niver bras ar bloavezhioù a roio da anavezout ar furnez.
Na zilez ket da vignon na mignon da dad, ha n'a ket e ti da vreur e deiz da estrenvan, rak un amezeg tost a dalvez muioc'h eget ur breur pell.
Azaria mab Hoshea ha Johanan mab Kareak, hag an holl dud lorc'hus, a lavaras da Jeremiaz: Lavarout a rez gevier, an AOTROU hon Doue n'en deus ket kaset ac'hanout evit lavarout: N'it ket d'an Ejipt da chom eno.