Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 10:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Eürus eo da dud! Eürus da servijerien en em zalc'h bepred dirazout hag a selaou da furnez!

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 10:8
12 Referencias Cruzadas  

Ne greden ket ar pezh a lavared, betek ma'z on deuet ha ma o deus gwelet va daoulagad. Ha setu, ne oa lavaret din nemet an hanter. Da furnez ha da vadoù a dremen ar pezh am boa klevet eus da vrud.


Ar roue Roboam a c'houlennas ali digant ar re gozh a oa bet e-kichen Salomon e dad pa oa bev, o lavarout: Peseurt respont am c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se?


Muzelloù an den reizh a voueta kalz a dud, met ar re ziskiant a varv dre ziouer a anaoudegezh.


An hini a ya gant ar re fur a zeuio fur, met keneil ar sodien en em gollo.


Ha gwelet ec'h eus un den ampart en e labour? Bez' e vo e servij ar rouaned, ne vo ket e servij an dud dister.


Eürus an den a selaou ac'hanon, a evesha war va dorioù bemdez, hag a vir postoù dor va zi!


Hag evidon, setu ez an da chom e Mizpa evit servijañ ar Galdeiz a zeuio d'hor c'havout. Met c'hwi, dastumit gwin, frouezh hañv hag eoul, lakait anezho en ho listri, ha chomit er c'hêrioù hoc'h eus kemeret.


Met eñ a lavaras: Nann, eürus eo kentoc’h ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!


Rouanez ar C’hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ hag a gondaono anezho, abalamour ma’z eo deuet eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Salomon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos