Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war dron Israel! Dre m'en deus karet an AOTROU Israel da viken, eo en deus da lakaet da roue, evit ober eeunder ha reizhder.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 10:9
23 Referencias Cruzadas  

Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujañs-Doue,


David a ouezas e oa an AOTROU en doa e startaet evel roue war Israel, hag en doa savet e rouantelezh abalamour d'e bobl Israel.


David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl.


Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.


Pa glevas Hiram komzoù Salomon, en doe ul levenez vras, hag e lavaras: Benniget ra vo hiziv an AOTROU, eñ hag en deus roet da Zavid ur mab fur evit ren war ar bobl vras-se!


Lakaet ec'h eus da bobl Israel evit bezañ da bobl da viken, ha te, AOTROU , te a zo deuet o Doue.


Huram roue Tir a respontas en ur skrid a gasas da Salomon: Dre ma kar an AOTROU e bobl eo en deus da lakaet da roue warno.


Souprenet o doa ac'hanon en deiz va estrenvan, met an AOTROU a voe va skoazell.


An holl re am gwel a ra goap ouzhin, digeriñ a reont o genoù hag hejañ a reont o fenn:


Ra varno da bobl gant reizhder ha da ezhommeien gant eeunder.


Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.


Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


A-bell en deus an AOTROU en em ziskouezet din, o lavarout: Da garet em eus a garantez peurbadus, setu perak em eus hiraet va madelezh ez keñver.


Ho karet em eus, eme an AOTROU, hag e lavarit: E petra ec'h eus hor c'haret? Ezaü, ha ne oa ket breur Jakob? Koulskoude em eus karet Jakob,


Met dre ma kar an AOTROU ac'hanoc'h ha dre ma vir al le en deus graet d'ho tadoù, en deus tennet an AOTROU ac'hanoc'h gant un dorn kreñv hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, eus dorn Faraon roue an Ejipt.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos