7 Hag e respontjont dezhañ evel-henn: Mar bezez e servij ar bobl-se, mar o selaouez, mar respontez dezho komzoù madelezhus, e vint da servijerien da viken.
Met ar roue a respontas garv d'ar bobl, o tilezel an ali o doa roet dezhañ ar re gozh.
Met dilezel a reas an ali o doa roet dezhañ ar re gozh, hag e c'houlennas ali digant ar re yaouank o doa kresket gantañ hag en em zalc'he dirazañ.
Ur respont habask a sioula ar fulor, met ur gomz kalet a atiz ar gounnar.
Mar sav ez enep spered an hini a ren, na guita ket da lec'h, rak an douster a ziwall diouzh pec'hedoù bras.
Hag an AOTROU a respontas komzoù mat, komzoù frealzus, d'an ael a gomze ouzhin.