Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.
Ar roue a saotras an uhellec'hioù a oa dirak Jeruzalem, a-zehou d'ar menez a gollidigezh, en doa savet Salomon roue Israel da Astarte, euzhusted ar Sioniz, da Gemosh, euzhusted ar Voabiz, ha da Vilkom, euzhusted mibien Ammon.
Hini ebet ned a ennañ e-unan, den n'en deus anaoudegezh pe skiant evit lavarout: An hanter anezho am eus devet en tan, poazet em eus bara war ar glaou, rostet em eus kig hag e zebret em eus; daoust hag e rin un euzhusted gant an nemorant? Hag e stouin dirak un tamm koad?
Neuze mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag e servijjont ar Baaloù hag Ashtarod, doueoù Siria, doueoù Sidon, doueoù Moab, doueoù mibien Ammon ha doueoù ar Filistined. Hag e tilezjont an AOTROU ha ne servijjont ken anezhañ.
Neuze e krijont d'an AOTROU o lavarout: Pec'het hon eus, rak dilezet hon eus an AOTROU ha servijet hon eus ar Baaloù hag Astarte. Met bremañ dieub ac'hanomp eus hon enebourien, hag e servijimp ac'hanout.