Ha ne oa den ebet ken kaer hag Absalom en holl Israel, ar pezh a oa brudet bras. Adalek sol e dreid betek lein e benn, e oa dinamm.
1 Rouaned 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E dad n'en doa graet rebech ebet dezhañ e-pad e vuhez, o lavarout: Perak e rez evel-se? Ouzhpenn-se e oa kaer da welout, hag e vamm he doa e c'hanet goude Absalom. |
Ha ne oa den ebet ken kaer hag Absalom en holl Israel, ar pezh a oa brudet bras. Adalek sol e dreid betek lein e benn, e oa dinamm.
Met ar roue Salomon a respontas, o lavarout d'e vamm: Ha perak e c'houlennez Abishag ar Sunamitez evit Adonija? Goulenn eta ar rouantelezh evitañ, rak va breur henañ eo, evitañ, hag evit an aberzhour Abiatar, hag evit Joab mab Zeruja!
Ar sotoni a zo stag ouzh kalon ar bugel, met gwialenn ar c'hastiz a bellaio anezhi dioutañ.
Ar wialenn hag ar rebechoù a ro ar furnez, met ar bugel lezet en e-unan a ra mezh d'e vamm.
Hag e redjont hag e tennjont anezhañ ac'hane, hag en em zalc'has dirak ar bobl; adalek e skoaz e oa uheloc'h eget an holl bobl.
Rak e aliet em eus ez aen da gastizañ e di da viken, en abeg d'an direizhder a anavez, rak e vibien a zo en em lakaet euzhus, hep m'en deus o gourdrouzet.
Ur mab en doa, anvet Saül, yaouank ha kaer, hag hini ebet eus mibien Israel ne oa kaeroc'h egetañ; adalek e skoaz e oa uheloc'h eget an holl bobl.