Hag Absalom a gasas spierien dre holl veuriadoù Israel evit lavarout: Pa glevot son ar shofar, lavarit: Absalom a zo lakaet da roue en Hebron!
1 Rouaned 1:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ra vo olevet eno gant an aberzhour Zadok hag ar profed Natan, da roue war Israel. Hag e sonot gant ar shofar hag e lavarot: Ra vevo ar roue Salomon! |
Hag Absalom a gasas spierien dre holl veuriadoù Israel evit lavarout: Pa glevot son ar shofar, lavarit: Absalom a zo lakaet da roue en Hebron!
Tud Juda a zeuas da oleviñ eno David da roue war di Juda. Hag e voe kaset ur c'heloù da Zavid o lavarout: Tud Jabez Galaad o deus sebeliet Saül.
Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel.
Rak diskennet eo hiziv, lazhet en deus ejened, leueoù lart ha deñved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, pennoù an arme, hag an aberzhour Abiatar. Ha setu, emaint e tebriñ hag oc'h evañ dirazañ, hag e lavaront: Ra vevo ar roue Adonija!
Hag e pignot war e lerc'h, hag e teuio, hag ec'h azezo war va zron, hag e reno em lec'h. Rak evel-se em eus gourc'hemennet e vo rener Israel ha Juda.
An aberzhour Zadok a gemeras eus an deltenn korn an eoul, hag ec'h olevas Salomon. Hag e sonjont gant ar shofar, hag an holl bobl a lavaras: Ra vevo ar roue Salomon!
Oleviñ a ri ivez Jehu mab Nimshi da roue war Israel, hag Elizea mab Shafad, eus Abel-Mehola, da brofed ez lec'h.
Neuze e lakaas da zont er-maez mab ar roue, hag e lakaas warnañ ar gurunenn hag an Testeni. Ober a rejont anezhañ roue, hag ec'h olevjont anezhañ, hag o stlakañ o daouarn, e lavarjont: Ra vevo ar roue!
Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e sav e-kichen ar golonenn, hervez ar c'hiz, hag ar pennoù hag an trompilhoù a oa e-kichen ar roue. Holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, hag e soned gant an trompilhoù. Neuze Atalia a rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad!
Neuze e kemerjont a-hast pep hini e wiskamant, a lakajont dindanañ war uhel an diri, ha seniñ a rejont ar shofar en ur lavarout: Jehu a zo roue!
Kemer a ri ar vuredad eoul, a skuilhi war e benn en ur lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Da oleviñ a ran da roue war Israel! Goude e tigori an nor hag e tec'hi hep gortoz.
Jehu a savas hag a yeas en ti. An den yaouank a skuilhas eoul war e benn hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Da oleviñ a ran da roue war bobl an AOTROU, war Israel.
Neuze e lakajont da zont er-maez mab ar roue, hag e lakajont warnañ ar gurunenn hag an Testeni, hag e rejont anezhañ roue. Jehojada hag e vibien a olevas anezhañ hag a lavaras: Ra vevo ar roue!
Da dron, o Doue, a chom dalc'hmat ha da viken! Gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder.
Komzet ez poa gwechall da'z karet-mat en ur weledigezh, o lavarout: Roet em eus sikour d'un den kadarn, savet em eus a-douez ar bobl un den nerzhus,
Evel-henn e komz an AOTROU ouzh e olevad, ouzh Kiruz, an hini am eus kroget en e zorn dehou, evit mestroniañ dirazañ ar broadoù, evit dizeren gourizoù ar rouaned, evit digeriñ dirazañ an dorojoù, hag an dorojoù ne vint ket serret:
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.
Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?
Samuel a lavaras d'an holl bobl: Hag e welit an hini en deus dibabet an AOTROU? N'eus den ebet e-touez an holl bobl a vefe heñvel outañ. Hag an holl bobl a laoskas kriadennoù a levenez o lavarout: Ra vevo ar roue!
Hag e pedi Jese d'an aberzh, hag e roin dit da anavezout ar pezh az po d'ober, hag ec'h olevi evidon an hini a lavarin dit.