Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 10:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Samuel a lavaras d'an holl bobl: Hag e welit an hini en deus dibabet an AOTROU? N'eus den ebet e-touez an holl bobl a vefe heñvel outañ. Hag an holl bobl a laoskas kriadennoù a levenez o lavarout: Ra vevo ar roue!

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 10:24
14 Referencias Cruzadas  

Pa voe erruet Hushai an Arkiad, mignon David, da gavout Absalom, Hushai a lavaras da Absalom: Ra vevo ar roue! Ra vevo ar roue!


ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.


Hag e c'hoarvezo, pa vo gourvezet gant e dadoù ar roue va aotrou, e vimp gwallgaset, me ha va mab Salomon, evel tud kablus.


Rak diskennet eo hiziv, lazhet en deus ejened, leueoù lart ha deñved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, pennoù an arme, hag an aberzhour Abiatar. Ha setu, emaint e tebriñ hag oc'h evañ dirazañ, hag e lavaront: Ra vevo ar roue Adonija!


Ra vo olevet eno gant an aberzhour Zadok hag ar profed Natan, da roue war Israel. Hag e sonot gant ar shofar hag e lavarot: Ra vevo ar roue Salomon!


An aberzhour Zadok a gemeras eus an deltenn korn an eoul, hag ec'h olevas Salomon. Hag e sonjont gant ar shofar, hag an holl bobl a lavaras: Ra vevo ar roue Salomon!


Neuze e lakaas da zont er-maez mab ar roue, hag e lakaas warnañ ar gurunenn hag an Testeni. Ober a rejont anezhañ roue, hag ec'h olevjont anezhañ, hag o stlakañ o daouarn, e lavarjont: Ra vevo ar roue!


Neuze e lakajont da zont er-maez mab ar roue, hag e lakajont warnañ ar gurunenn hag an Testeni, hag e rejont anezhañ roue. Jehojada hag e vibien a olevas anezhañ hag a lavaras: Ra vevo ar roue!


Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!


aketus e vi da lakaat warnout ur roue en devo dibabet an AOTROU da Zoue; lakaat a ri warnout ur roue a-douez da vreudeur, ne c'helli ket lakaat warnout un diavaeziad na vefe ket da vreur.


Hag an holl bobl a yeas da C'hilgal, hag eno e lakajont Saül da roue, dirak an AOTROU e Gilgal, hag ec'h aberzhjont aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU . Ha kalz a levenez o doe eno Saül hag holl dud Israel.


Neuze Samuel a lavaras da holl Israel: Setu, sentet em eus ouzh ho mouezh e kement hoc'h eus lavaret din, ha lakaet em eus ur roue warnoc'h.


Bremañ eta setu ar roue hoc'h eus dibabet hag hoc'h eus goulennet. Ha setu, an AOTROU en deus lakaet ur roue warnoc'h.


Ur mab en doa, anvet Saül, yaouank ha kaer, hag hini ebet eus mibien Israel ne oa kaeroc'h egetañ; adalek e skoaz e oa uheloc'h eget an holl bobl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos