Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 15:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Hag Absalom a gasas spierien dre holl veuriadoù Israel evit lavarout: Pa glevot son ar shofar, lavarit: Absalom a zo lakaet da roue en Hebron!

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 15:10
16 Referencias Cruzadas  

Hag Absalom a roas un urzh d'e servijerien o lavarout: Lakait evezh pa vo seder kalon Amnon gant ar gwin, ha pa lavarin deoc'h, skoit war Amnon, lazhit-eñ. N'ho pet ket aon, ha n'eo ket me en gourc'hemenn deoc'h? Bezit kreñv ha kalonek.


Neuze e lavaras d'e servijerien: Gwelout a rit park Joab a zo e-kichen va hini. Heiz a zo ennañ; kit ha c'hwezhit an tan ennañ. Ha servijerien Absalom a lakait an tan er park-se.


Ar roue a respontas dezhañ: Kae e peoc'h! Sevel a reas eta, hag ez eas da Hebron.


Hag Absalom, eñ hag hon doa olevet warnomp a zo marvet en emgann. Bremañ eta perak ne gomzit ket eus adkerc'hat ar roue?


Goude-se e c'houlennas David kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin da unan eus kêrioù Juda? An AOTROU a respontas dezhañ: Pign! David a lavaras: Da belec'h e pignin? Hag e respontas: Da Hebron.


Niver an deizioù ma renas David en Hebron war di Juda, a voe seizh vloaz ha c'hwec'h miz.


Ren a reas war Juda en Hebron seizh vloaz ha c'hwec'h miz, hag e renas tri bloaz ha tregont e Jeruzalem war holl Israel ha Juda.


Neuze e komzas Natan ouzh Bat-Sheba mamm Salomon, o lavarout: Ha ne'c'h eus ket klevet e ren Adonija mab Hagid? Hag hon aotrou, David, ne oar netra a gement-se.


Ra vo olevet eno gant an aberzhour Zadok hag ar profed Natan, da roue war Israel. Hag e sonot gant ar shofar hag e lavarot: Ra vevo ar roue Salomon!


Neuze e kemerjont a-hast pep hini e wiskamant, a lakajont dindanañ war uhel an diri, ha seniñ a rejont ar shofar en ur lavarout: Jehu a zo roue!


Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU . Hag ec'h olevjont David da roue war Israel, hervez komz an AOTROU a oa bet disklêriet dre Samuel.


Setu amañ niveradeg an dud harnezet evit an arme a zeuas da gavout David da Hebron, evit reiñ dezhañ rouantelezh Saül, hervez urzh an AOTROU:


An holl re-se, tud a vrezel, o terc'hel o renk, a zeuas gant ur galon youlek da Hebron, evit lakaat David da roue war holl Israel. Hag holl nemorant Israel a oa ivez a-unvan evit lakaat David da roue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos