La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




1 Pêr 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Servijerien, bezit sentus ouzh ho mistri e pep doujañs, nann hepken ouzh ar re a zo mat ha dous, met ivez ouzh ar re a zo diaes.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Servicherien, plegit gant pep doujans d’ho mistri, n’e ket hep‐ken d’ar re vad ha jentil, mes ive d’ar re zrouk.

Ver Capítulo



1 Pêr 2:18
13 Referencias Cruzadas  

Ar galon fallakr a bellaio diouzhin. N'anavezin ket an den drouk.


Muzelloù an den reizh a anavez ar pezh a zo plijus, met genoù ar re zrouk n'eo nemet fallentez.


Ar re a zo tuet fall a galon a zo euzhus d'an AOTROU, met ar re eeun a zo e blijadur.


Rak an hini a gerzh a-dreuz, euzh en deus an AOTROU outañ, met mignon eo d'ar re a zo eeun.


Doujañs an AOTROU eo kasoni an droug. Kasaat a ran al lorc'h, ar rogentez, an hent drouk hag ar genoù fall.


Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


ra ne zroukkomzint a-enep den, ra vint tud a beoc’h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keñver an holl dud.


Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.