Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Rak ur c’hras eo pa zeu unan bennak da c’houzañv enkrezioù en abeg d’e goustiañs e-keñver Doue, o poaniañ en gaou.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Rag eun dra eo hag a blij da Zoue, pa deu unan‐benag, abalamour d’ar goustians, da anduri afflictionou, en eur c’houzanv dre injustis.

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 2:19
18 Referencias Cruzadas  

Setu, anavezout a ran ho soñjoù hag ar mennozhioù hoc'h eus em c'heñver.


Da holl c'hourc'hemennoù n'int nemet gwirionez. Heskinet on hep abeg, va sikour!


Ra ne laouenaio ket diwar va fenn va enebourien disleal, ra ne wigno ket gant o lagad ar re am c'hasa hep abeg!


Rak e tisklêrian va direizhder, hag enkrezet on abalamour da'm fec'hed.


Skuizh on o krial, va gouzoug a zo disec'het, va daoulagad en em guzum o c'hortoz va Doue.


Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc’h? Ar bec’herien a gar ivez ar re o c’har.


Met kement-se holl a raint deoc’h en abeg da’m anv, rak n’anavezont ket an hini en deus va c’haset.


Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.


Ret eo eta plegañ, nann hepken abalamour d’ar c’hastiz, met ivez abalamour d’ar goustiañs.


Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


Ni a ro da anavezout deoc’h, breudeur, ar c’hras en deus roet Doue da Ilizoù Makedonia,


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


Anez e vije bet paouezet d’o c’hinnig, abalamour d’ar re a rae al lid, o vezañ ur wech glanaet, n’o dije bet ken koustiañs ebet eus o fec’hedoù.


Rak peseurt gloar a zeu deoc’h mar gouzañvit gant pasianted bezañ skoet pa hoc’h eus graet an droug? Met mar gouzañvit gant pasianted ar poan evit bezañ graet ar mad, kement-se a zo ur c’hras eus Doue.


Ra ne c’houzañvo hini ac’hanoc’h evel ur muntrer, pe ul laer, pe un torfedour, pe un den a emell e traoù ar re all.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos