Lavar din, te hag a zo karet gant va ene, pelec'h e vesaez da dropell ha pelec'h e lakaez anezhañ da ziskuizhañ da greisteiz. Rak, perak e vefen evel ur wreg diank e-kichen tropelloù da gompagnuned?
1 Pêr 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pehini a garit, hep beza hen anavezet, en pehini e credit hep he velet evit c’hoas, hag en em rejouissa a rit gant eur joa ha na hell den he c’hompren, hag a zo leun a c’hloar, |
Lavar din, te hag a zo karet gant va ene, pelec'h e vesaez da dropell ha pelec'h e lakaez anezhañ da ziskuizhañ da greisteiz. Rak, perak e vefen evel ur wreg diank e-kichen tropelloù da gompagnuned?
E staon a zo leun a zouster, ha kement a zo ennañ a zo karantezus. Evel-se eo va muiañ-karet, evel-se eo va mignon, merc'hed Jeruzalem!
Perak eo da vuiañ-karet dreist ar re all, o ar gaerañ a-douez ar merc'hed? Perak eo da vuiañ-karet dreist ar re all, ma hor pedez start evel-se?
An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon.
An hini en deus va gourc’hemennoù hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac’hanon. Hag an hini a gar ac’hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhañ hag en em ziskouezin dezhañ.
An hini na gar ket ac’hanon ne vir ket va gerioù. Hag ar ger a glevit n’eo ket ac’hanon-me, met eus an Tad en deus va c’haset.
Evel-se c’hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc’h ho levenez.
Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec’h eus va gwelet, Tomaz, ec’h eus kredet. Eürus ar re n’o deus ket gwelet hag o deus kredet!
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec’h ac’hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c’haset.
O vezañ degaset anezho en e di, e roas dezho da zebriñ hag en em laouenaas da vezañ kredet e Doue gant e holl diegezh.
rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.
Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.
a voe savet er baradoz, hag e klevas komzoù dilavarus ha ne c’hell ket an den o distagañ.
pa’z eo gwir na sellomp ket ouzh an traoù gwelus met ouzh an traoù diwelus. Rak an traoù gwelus n’int nemet evit un amzer, met ar re ziwelus a zo peurbadus.
Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.
hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.
Ra vo ar c’hras gant ar re holl a gar hon Aotrou Jezuz-Krist gant ur garantez digemmus! Amen.
Anavezout mat a ran, me a chomo hag a gendalc’ho ganeoc’h holl, evit ho kreskidigezh hag ho levenez er feiz,
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
Hogen ar feiz a zo ur gortoz kalet eus an traoù a esperer, un anatadur eus ar re na weler ket.
Dre ar feiz e kuitaas an Ejipt hep kaout aon rak kounnar ar roue, rak derc’hel a reas start, evel o welout an hini a zo diwelus.
E kement-se en em laouenait, petra bennak ma’z oc’h tristaet bremañ evit un nebeud amzer dre veur amprouenn pa’z eo ret e c’hoarvezfe kement-se,
Resev a reot eta an enor, c’hwi ar re a gred. Met evit ar re zifeiz, ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ ar maen-korn,