Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 An hini na gar ket ac’hanon ne vir ket va gerioù. Hag ar ger a glevit n’eo ket ac’hanon-me, met eus an Tad en deus va c’haset.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 An hini na gar ket ac’hanoun, na vir ket va c’homzou; hag ar c’homzou hoc’h euz klevet n’int ket va re‐me, mes re an Tad pehini hen deuz va digasset.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:24
19 Referencias Cruzadas  

Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.


Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù.


Mar karit ac’hanon, mirit va gourc’hemennoù.


Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ e-pad ma choman ganeoc’h.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, e lavaromp ar pezh a ouzomp hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, ha ne zegemerit ket hon testeni.


rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.


Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar Mab ne c’hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ.


hag e c’her ne chom ket ennoc’h, pa’z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset.


Jezuz a respontas dezho: Va c’helennadurezh n’eo ket ac’hanon, met eus an hini en deus va c’haset.


Neuze Jezuz, o kelenn en templ, a grias: C’hwi a anavez ac’hanon hag a oar a-belec’h ez on. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met an hini en deus va c’haset a zo gwirion ha n’anavezit ket anezhañ.


Kalz a draoù am eus da lavarout ac’hanoc’h ha da varn ennoc’h. Met an hini en deus va c’haset a zo gwirion hag e lavaran d’ar bed ar pezh am eus klevet digantañ.


Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din.


Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad, ha c’hwi ivez a ra ar pezh hoc’h eus gwelet e ti ho tad.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec’h ac’hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c’haset.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos