e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel.
Sant Marc 6:51 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e pignaz en ho zouez er vag, hag an avel a davaz; hag e oant souezet meurbed hag en eun estlam euz ar vrassa. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pignat a reas ganto er vag hag an avel a baouezas. Souezhet meurbet e voent enno o-unan ha leuniet a estlamm, |
e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel.
Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan?
Ha kerkent e savaz, hag o veza kemeret he vele, ez eaz er meaz dirag an holl, en hevelep doare ma oe souezet braz an holl, ha ma c’hlorifient Doue, o lavaret: Biskoas n’hon cuz gwelet kement all.
Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite ouz an avel, hag a lavaraz d’ar mor: Ro peoc’h ha choum sioul. Hag an avel a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza calm braz.
Hag int spouronet‐holl a lavare an eil d’egile: Piou eta eo he‐man, pa rank zo‐ken an avel hag ar mor senti outhan?
Ha rag‐tal ar plac’h vihan a zavaz hag en em lekeaz da vale, rag daouzec vloaz he doa. Hag e oent souezet meurbed.
Ha souezet meurbed, e lavarent: Kement holl a ra a zo burzudus; ar c’hlevet a ro d’ar re vouzar, hag ar gomz d’ar re vud.
Digemer a rejont eta anezhan gant plijadur er vag, ha kerkent, ar vag en em gavaz ouz an douar da behini ez eent.