Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 4:39 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

39 Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite ouz an avel, hag a lavaraz d’ar mor: Ro peoc’h ha choum sioul. Hag an avel a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza calm braz.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 O vezañ dihunet, e c’hourdrouzas d’an avelioù hag e lavaras d’ar mor: Tav! Bez sioul! An avel a davas hag e voe ur sioulder bras.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 4:39
21 Referencias Cruzadas  

Hag hen a lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu aoun, tud a neubeud a feiz? Neuze e savaz, hag e c’hourc’hemenaz d’an avelou ha d’ar mor, hag e teuaz eur c’halm braz.


Mes hen a oa e pen adre ar vag, kousket var eur pluec; dihuna a rejont anezhan, hag e leverjont dezhan: Mestr, ne rez van e‐bed eta, vid hon gwelet o vond da goll?


Ha pa velaz Jesus penaos e tirede ar bobl assambles, e c’hourdrouzaz ar spered impur, en eur lavaret dezhan: Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, kea er meaz euz ar bugel‐ze, ha na antre mui enhan.


Ha Jesus a c’hourdrouzaz anezhan, en eur lavaret: Tav, ha kea er meaz euz an den‐ze. Hag an drouk‐spered, o veza hen taolet e‐kreiz an assamble, a ieaz er meaz euz anezhan, heb ober droug e‐bed dezhan.


Hen eta, o veza en he za a‐uz dezhi, a c’hourc’hemenaz d’an derzien, hag an derzien a guitaaz anezhi; hag hi a zavaz kerkent, hag a zervichaz anezhe.


Neuze e teujont d’hen kavoud, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret: Mestr, Mestr, emomp o vond da goll. Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite d’an avel ha d’ar mor, hag ar re‐man a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza sioul braz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos