Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Marc 7:37 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

37 Ha souezet meurbed, e lavarent: Kement holl a ra a zo burzudus; ar c’hlevet a ro d’ar re vouzar, hag ar gomz d’ar re vud.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Souezhet meurbet, e lavarjont: Kement a ra a zo burzhudus, lakaat a ra zoken ar re vouzar da glevout hag ar re vut da gomz.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 7:37
16 Referencias Cruzadas  

Hag evel ma oant o vond er meaz, e oe digasset dezhan eun den mud, dalc’het gant eun drouk‐spered.


Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan?


Ha kerkent e savaz, hag o veza kemeret he vele, ez eaz er meaz dirag an holl, en hevelep doare ma oe souezet braz an holl, ha ma c’hlorifient Doue, o lavaret: Biskoas n’hon cuz gwelet kement all.


Hag int spouronet‐holl a lavare an eil d’egile: Piou eta eo he‐man, pa rank zo‐ken an avel hag ar mor senti outhan?


Ha rag‐tal ar plac’h vihan a zavaz hag en em lekeaz da vale, rag daouzec vloaz he doa. Hag e oent souezet meurbed.


Neuze e pignaz en ho zouez er vag, hag an avel a davaz; hag e oant souezet meurbed hag en eun estlam euz ar vrassa.


Ha Jesus a zifennaz outhe n’hel lavarjent da zen e‐bed; mes seul‐vui ma tifenne outhe, seul‐vui e vrudent anezhan.


En amzer‐ze, e oa gant Jesus eur bobl vraz a dud, ha dre n’ho doa netra da zibri, e c’halvaz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe:


Evidomp‐ni, gant justis eo e souffromp, rag souffr a reomp ar pez a zo dleet d’hon gwall oberou; mes he‐man n’hen deuz great droug e‐bed.


Hag ar bobl, o veza gwelet ar pez hen doa great Paol, a zavaz ho mouez, hag e leverjont en langach Licaonia: Doueou, henvel ouz tud, a zo diskennet en hon zouez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos