Pa hen doe Jesus echuet da rei ar gourc’hemenou‐man d’he zaouzec diskibl, ez eaz ac’hane da gelen ha da brezeg en ho c’heariou.
Sant Marc 6:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) O veza eat kuit, e prezegjont d’an dud en em gonvertissa, Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ aet, e prezegjont d’an dud kaout keuz. |
Pa hen doe Jesus echuet da rei ar gourc’hemenou‐man d’he zaouzec diskibl, ez eaz ac’hane da gelen ha da brezeg en ho c’heariou.
Neuze hen a gommansaz ober rebechou d’ar c’heariou en pere hen doa great an darnvuia euz he viraclou, abalamour n’ho doa ket en em gonvertisset.
Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret: En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.
Mes it, ha deskit petra a zinifi ar gomz‐man: Mizercord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis; rag n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.
An amzer a zo accomplisset, ha rouantelez Doue a zo tost. En em gonvertissit ha credit d’an Aviel.
Tud Niniv a zavo, deiz ar varn, a‐enep ar generation‐man, hag he c’hondaono, rag ar re‐man en em gonvertissaz gant predication Jonas; ha setu, ez euz aman brassoch eged Jonas.
Nann, a lavaran deoc’h; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare.
Nann, a lavaran deoc’h; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare.
Evel‐se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro.
Me a lavar deoc’h e vezo evel‐se muioc’h a joa en env evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro, eged evit naonteg ha pevar‐ugent den just pere n’ho deuz ket ezom a gonversion.
ha ma vije prezeget en he hano ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou, e‐touez an holl nationou, o commans dre Jerusalem.
O veza eta partiet, ez ejont euz an eil bourk d’egile, o prezeg an aviel, hag o iac’haad en peb leac’h ar re glanv.
Pa ho doe klevet an traou‐ze, e rojont peoc’h hag e c’hlorifijont Doue, en eur lavaret: Doue eta hen deuz roet ive d’ar Jentiled ar gonversion, evit m’ho devezo ar vuez.
Ha Per a lavaraz dezhe: En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus‐Christ, evit remission he bec’hejou; hag e recevot donezon ar Spered‐Santel.
o prezeg d’ar Judevien hag ive d’ar Greked ar gonversion e‐kenver Doue, hag ar feiz e‐kenver Jesus‐Christ hon Aotrou.
mes prezeget em euz da genta d’ar re a zo en Damas, ha goude en Jerusalem, ha dre ar Jude holl, ha d’ar Jentiled, da gaout keuz, ha da zistrei ouz Doue, oc’h ober œuvrou dign euz ar gonversion.
Rag‐se eta bezit keuz ha distroit, evit ma vezo effaset ho pec’hejou, evit ma teuio amzeriou a freskadurez a‐berz an Aotrou,