Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 15:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Me a lavar deoc’h e vezo evel‐se muioc’h a joa en env evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro, eged evit naonteg ha pevar‐ugent den just pere n’ho deuz ket ezom a gonversion.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se muioc’h a levenez en neñv evit ur pec’her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n’o deus ket ezhomm a geuzidigezh.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 15:7
13 Referencias Cruzadas  

Ha mar c’hoarvez dezhan hen kavoud, e gwirionez hen lavaran deoc’h, beza hen deuz muioc’h a joa divarben he‐man, eged divarben an naontec ha pevar‐ugent ha na oant ket bet dianket.


Grit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion.


Evel‐se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro.


Mes hen a respontaz d’he dad: Setu, me a zo o servicha ac’hanoud abaoe ken lies a vloaveziou, heb beza biskoas torret da c’hourc’hemenou, ha koulskoude n’ec’h euz biskoas roet d’in eur c’havric evit gallout en em rejouissa assambles gant va mignoned.


Mes redmad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet.


hag o veza erruet er gear, ne c’halv he vignoned hag he amezeien, ha ne lavar dezhe: En em rejouissit ganen, rag kavet em euz va danvad pehini a oa dianket?


Pe c’hoas, piou eo ar vaouez, pehini he deuz dek pez arc’hant, mar teu da goll unan anezhe, na allum ket eur c’houlaouen, na skub ket an ti ha na glask ket piz, ken he deve hen kavet;


Hag hen a lavaraz dezhe: Evidoc’h‐hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud; mes Doue a anavez ho calonou; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue.


N’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.


Rag me a oa beo, pa oann gwech‐all heb lezen; mes pa eo deuet ar gourc’hemen, ar pec’hed hen deuz kemeret buez adare, hag ez oun deuet da vervel;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos