Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 15:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 hag o veza erruet er gear, ne c’halv he vignoned hag he amezeien, ha ne lavar dezhe: En em rejouissit ganen, rag kavet em euz va danvad pehini a oa dianket?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 ha, deuet en-dro d’ar gêr, e c’halv e vignoned hag e amezeien hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 15:6
19 Referencias Cruzadas  

Hag he amezeien hag he c’herent, o veza klevet penaos hen doa an Aotrou diskouezet he drugarez en he c’henver, en em rejouisse ganthi.


Evel‐se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro.


rag ar mab‐man d’in a oa maro, hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet. Hag int a gommansaz d’en em rejouissa.


hag o veza her c’havet, n’hen laka ket gant joa var he ziouskoaz;


Me a lavar deoc’h e vezo evel‐se muioc’h a joa en env evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro, eged evit naonteg ha pevar‐ugent den just pere n’ho deuz ket ezom a gonversion.


Va mignoned e viot, mar grit kement em euz gourc’hemenet deoc’h.


An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan, a zo leun a joa o klevet mouez ar pried; hag al laouenedigez‐ze, pehini eo va hini‐me, a zo parfet.


Pa oe erruet, ha pa hen doe gwelet gras Doue, hen doe joa euz a gement‐se, hag ho exhortaz holl da choum fidel a‐greiz calon d’an Aotrou.


O veza kasset eta gant an Iliz, e treuzjont ar Phenicia hag ar Samaria, oc’h annons conversion ar Jentiled; hag e rejont eur joa vraz d’an holl vreudeur.


o pedi evidoc’h holl bepred gant joa em holl bedennou,


Ha memeus mar deu va goad da veza skulliet var ar sacrifis hag an œuvr euz ho feiz, em euz joa a gement‐se, hag en em rejouissa a ran ganeoc’h holl.


Dre‐ze, va breudeur ker ha deziret meurbed, va joa ha va c’hurunen, choumit stard evel‐se en Aotrou, va breudeur muia‐karet.


Rag pehini eo hon esperans, pe hon joa, pe hon c’hurunen a c’hloar? Ha n’eo ket c’houi ive, en prezans hon Aotrou Jesus‐Christ, deiz he zonedigez?


c’houi pere gwechall ne oac’h ket eur bobl, mes pere a zo deuet da veza breman pobl Doue; c’houi pere n’ho poa ket kavet a drugarez, mes pere breman hoc’h euz kavet trugarez.


Rag c’houi a oa evel denved dianket; mes breman ez oc’h distroet da gaoud ar Pastor hag an Evesaer euz hoc’h eneou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos