Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 15:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 hag o veza her c’havet, n’hen laka ket gant joa var he ziouskoaz;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 O vezañ e gavet, en laka war e zivskoaz gant levenez

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 15:5
31 Referencias Cruzadas  

Mes redmad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet.


Pehini eo an den en ho touez, hag hen deuz kant danvad, mar teu da goll unan anezhe, na lez ket an naonteg ha pevar‐ugent all en dezert, ha n’ez a da glask an hini a zo dianket, ken hen deve her c’havet;


hag o veza erruet er gear, ne c’halv he vignoned hag he amezeien, ha ne lavar dezhe: En em rejouissit ganen, rag kavet em euz va danvad pehini a oa dianket?


Ha Jesus a lavaraz dezhan: Ar zilvidigez a zo deuet hirio en timan, rag he‐man a zo ive bugel da Abraham.


Ha Jesus a lavaraz dezhan: E gwirionez hen lavaran d’id, hirio e vezi ganen er barados.


An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma choumo va joa enoc’h, ha ma vezo peur‐leuniet ho choa.


Rag he labour omp, o veza bet crouet en Jesus‐Christ evit an oberoumad, pere a zo bet preparet gant Doue a‐ziaraog, evit ma kerzimp enhe.


euz a behini ez oun bet great ministr, dre eun donezon euz a c’hras Doue, a zo bet roet d’in dre ar vertuz euz he c’halloud.


Rag hon Aviel n’eo ket bet evidoc’h en komzou hep‐ken, mes beza e oa ive galloud assambles ganthan, hag ar Spered‐Santel, hag eun abondans vraz a breuvennou; c’houi hoc’h‐unan a oar penaos omp bet en em gomportet en ho touez, hag abalamour deoc’h.


evit en em diluya euz a bechou an diaoul, pehini ho dalc’h dindan‐han pleget d’he volontez.


o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.


pere, dre c’halloud Doue, a zo diwallet dre ar feiz, evit ar zilvidigez, a ia da veza diskouezet en amzeriou diveza.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos