Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 15:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 O vezañ e gavet, en laka war e zivskoaz gant levenez

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 hag o veza her c’havet, n’hen laka ket gant joa var he ziouskoaz;

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 15:5
31 Referencias Cruzadas  

Anvet e vint: ar bobl santel, dasprenidi an AOTROU, ha te a vo anvet: an hini glasket, ar gêr n'eo ket dilezet.


Evel ma timez un den yaouank gant ur werc'hez, da vibien a zimezo ganit, hag evel ma laouena an den nevez en e wreg yaouank, da Zoue a laouenaio ennout.


En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.


Hag e kavfen plijadur e marv an den fall? eme an Aotrou AOTROU. Ha ne vefe ket kentoc'h en e zistro diouzh e hentoù evit ma vevfe?


Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?


Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


An AOTROU da Zoue a zo ez kreiz, ar Galloudeg az saveteo. Laouen e vo en abeg dit eus ul levenez brasañ, ober a raio peoc'h en e garantez, laouenaet e vo diwar da benn gant ur c'han tridus.


Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.


Pehini ac’hanoc’h, mar en deus kant dañvad ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec’h distro evit mont da glask an hini a zo kollet, ken en defe e gavet?


ha, deuet en-dro d’ar gêr, e c’halv e vignoned hag e amezeien hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet.


Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma’z eo hemañ ivez mab da Abraham.


Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.


Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc’h ha ma vo ho levenez peurleuniet.


Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.


graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c’halloud.


rak hon Aviel n’eo ket bet kemennet deoc’h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c’hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac’hanoc’h.


ha ma’z aint kuit eus mezvadur pechoù an diaoul a zalc’h anezho ereet ha dindan e volontez.


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos