Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 15:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Evel‐se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec’her hepken hag en deus keuz.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 15:10
23 Referencias Cruzadas  

Piou‐benag eta a anzavo ac’hanoun dirag an dud, me a anzavo anezhan ive dirag va Zad, pehini a zo en envou.


Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.


Evel‐se n’eo ket bolontez ho Tad, pehini a zo en envou, e vez kollet hini euz ar re vihan‐man.


Hogen, lavaret a ran deoc’h: Piou‐benag a anzavo ac’hanoun dirag an dud, Mab an den a anzavo ive anezhan dirag elez Doue.


Mes an hini am nac’ho dirag an dud, a vezo nac’het dirag elez Doue.


Nann, a lavaran deoc’h; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare.


Lavaret a reaz c’hoas: Eun den hen doa daou vab.


Me a lavar deoc’h e vezo evel‐se muioc’h a joa en env evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro, eged evit naonteg ha pevar‐ugent den just pere n’ho deuz ket ezom a gonversion.


ha pa deve hen kavet, ne c’halv he mignonezed hag he amezeien, ha ne lavar dezhe: En em rejouissit ganen, rag kavet em euz ar pez arc’hant em boa kollet?


Rag‐se hen lavaran d’id, he fec’hejou pere a zo eun niver braz anezhe, a zo bet pardonet dezhi; rag karet he deuz kalz; mes an hini da behini e pardoner neubeud, a gar neubeud.


Pa ho doe klevet an traou‐ze, e rojont peoc’h hag e c’hlorifijont Doue, en eur lavaret: Doue eta hen deuz roet ive d’ar Jentiled ar gonversion, evit m’ho devezo ar vuez.


Mes eun eal a‐berz an Aotrou a zigoraz, e‐pad an noz, dorojou ar prizon, ho lakeaz er meaz, hag a lavaraz dezhe:


Rag an dristidigez a zo hervez Doue, a laka da zevel eur c’heuz a zilvidigez, euz a behini ne vez morse a geuz; eleac’h an dristidigez a zo hervez ar bed a zigas ar maro.


Rag marteze n’eo bet dispartiet ouzid e‐pad eur pennad amzer, nemed evit ma c’helljez hen kaoud a‐nevez evit ato;


Ha n’inthi ket holl sperejou great evit servicha, ha kasset evit ober eur garg e‐kenver ar re a dle herita euz ar zilvidigez?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos