Sant Marc 4:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavaraz dezhe: Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras dezho: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. |
Hogen, pa edo he‐unan, ar re a oa en dro dezhan gant an Daouzec, a c’houlennaz diganthan divarben ar barabolen‐ze.
ha lod all a gwezaz en douar mad hag e roaz frouez, pehini a zavaz hag a greskaz, en hevelep doare ma rapportaz unan tregont, eun all tri‐ugent, hag eun all kant.
Rag‐se likit evez penaos e selaouit; rag d’an neb hen deuz e vezo roet, mes an neb n’hen deuz ket, a vezo lammet diganthan memeus ar pez a zonj dezhan hen deuz.
An hini hen deuz diou‐skouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: An hini a drec’ho, na recevo koll e‐bed euz an eil maro.
Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezhan da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e‐kreiz barados Doue.