Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 8:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Rag‐se likit evez penaos e selaouit; rag d’an neb hen deuz e vezo roet, mes an neb n’hen deuz ket, a vezo lammet diganthan memeus ar pez a zonj dezhan hen deuz.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d’an neb en deus, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh a gred en deus.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 8:18
25 Referencias Cruzadas  

Rag piou‐benag hen deuz, e vezo roet dezhan, hag hen devezo c’hoas muioc’h; mes piou‐benag n’hen deuz ket, e vezo lammet diganthan memeus ar pez hen deuz.


Rag d’an hini hen deuz, e vezo roet c’hoas, hag hen devezo muioc’h; mes digant an hini n’hen deuz ket, e vezo lammet memeus ar pez hen deuz.


Hogen, pa velot an abomination euz an dezolation, euz a behini hen deuz komzet ar profet Daniel, o ren el leac’h na dle ket beza (ra lako evez mad an hini hen lenn); neuze ar re a vezo er Jude, ra dec’hint var ar meneziou;


Hen lavaret a ran deoc’h, roet e vezo d’an hini hen deuz; mes an hini n’hen deuz ket a vezo zo‐ken lammet diganthan ar pez hen deuz.


Evidoc’h‐c’houi, selaouit mad ar c’homzou‐man: Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud.


Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez.


Kasset em euz eta rag‐tal tud d’az kavout, ha mad ec’h euz great dond. Setu ni eta holl breman prezant dirag Doue, evit klevet kement a zo bet gourc’hemenet d’id gant Doue.


Ar re‐man ho doe santimanchou kaeroc’h eged an dud euz a Dessalonika; receo a rejont buhan ar Ger, ha bemdez e studient ar Scrituriou, evit gwelet ha gwir e oa kement a glevent.


Hogen, lavaret a ran da bep hini ac’hanoc’h, dre ar c’hras a zo bet roet d’in, diwall da gaoud anezhan he‐unan eun istim brassoc’h eged n’eo dleet, mes kaout santimanchou deread, hervez ar muzur euz ar feiz a zo bet roet da bep hini.


Mar d’euz unan‐benag hag a sonj dezhan beza profet, pe kaoud Spered Doue, ra anzavo penaos an traou a scrivan deoc’h a zo gourc’hemenou a‐berz an Aotrou.


Diwallit na zeufe den d’en em drompla he‐unan. Mar d’euz unan‐benag en ho touez hag a sonj dezhan beza fur er bed‐man, ra zeui da veza foll, evit ma teui da veza fur;


Ha mar d’euz unan‐benag hag a sonj dezhan e oar eun dra‐benag, ne oar c’hoas netra evel ma tleer gouzout.


petra‐benag ma c’halljen‐me ive kaout fizians er c’hig. Mar d’euz unan‐benag hag a zonj dezhan ec’h hell fizioud er c’hig, me a hell hen ober c’hoas muioc’h,


Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos