Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 4:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 ha lod all a gwezaz en douar mad hag e roaz frouez, pehini a zavaz hag a greskaz, en hevelep doare ma rapportaz unan tregont, eun all tri‐ugent, hag eun all kant.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c’hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 4:8
21 Referencias Cruzadas  

Mes an hini hen deuz recevet an had en douar mad, hennes eo an hini a zelaou ar ger hag a gompren anezhan, hag a zoug frouez, en hevelep doare ma rapport darn kant kemend all, darn tri‐ugent, ha darn all tregont.


Ha lod all a gwezaz en douar mad, hag a roaz frouez; darn o rapporti kant kemend all, darn tri‐ugent, ha darn all tregont.


mes ar re ho deuz recevet an had en douar mad, eo ar re a zelaou ar Ger, hag a receo anezhan, hag a zoug frouez, unan tregont, eun all tri‐ugent, hag eun all kant.


lod all a gwezaz e‐touez ar spern; hag ar spern a zavaz hag a vougaz anezhan, ha ne roaz ket a frouez;


Hag e lavaraz dezhe: Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.


mes ar pez a zo kwezet en douar mad, eo ar re pere, o veza klevet ar ger gant eur galon bur ha mad, a vir anezhan hag a gendalc’h da zougen frouez.


Lod all a gwezaz en douar mad, hag a zavaz hag a roaz frouez, kant evit unan. O lavaret kement‐man, e crie: Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn evit klevet!


Me eo ar winien, c’houi eo ar brancou. An hini a choum enoun, ha me enhan, hennes a zoug kalz a frouez; rag distag diouzin, na hellit ober netra.


Mar fell da unan‐benag ober bolontez Doue, ec’h anavezo pe euz a Zoue eo va c’helenadurez, pe ac’hanoun va‐unan eo e komzan.


Ar re‐man ho doe santimanchou kaeroc’h eged an dud euz a Dessalonika; receo a rejont buhan ar Ger, ha bemdez e studient ar Scrituriou, evit gwelet ha gwir e oa kement a glevent.


en pehini an holl vatis, o veza frammet ervad assambles, a zav da veza eun templ santel d’an Aotrou; en pehini ez oc’h ive c’houi savet assambles, evit beza ti Doue er Spered.


o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus‐Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.


pehini a zo en ho touez, evel ive er bed holl, hag a zoug frouez eno, evel ive en ho touez, abaoe an deiz m’hoc’h euz her c’hlevet, ha m’hoc’h euz anavezet gras Doue er wirionez;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos