Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 2:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezhan da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e‐kreiz barados Doue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 2:7
36 Referencias Cruzadas  

Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.


Neuze an dud just a lugerno evel an heol en rouantelez ho Zad. Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.


Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.


Hag e lavaraz dezhe: Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.


Netra euz a‐ziaveaz an den hag a antre enhan, na hell hen souilla; mes ar pez a zeu er meaz euz anezhan, setu eno ar pez a souil an den.


Mar hen deuz unan‐benag diou‐skouarn da zelaou, ra zelaouo.


Ha Jesus a lavaraz dezhan: E gwirionez hen lavaran d’id, hirio e vezi ganen er barados.


Lod all a gwezaz en douar mad, hag a zavaz hag a roaz frouez, kant evit unan. O lavaret kement‐man, e crie: Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn evit klevet!


An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun; afflictionou ho pezo er bed; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.


Mes Doue hen deuz discleriet anezhe deomp dre he Spered; rag ar Spered a zont pep tra, memeus an traou dounna euz a Zoue.


a oe savet beteg ar barados; hag e klevaz eno komzou dudius, ha na hell ket an den ho lavaret.


Scriva a ran deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen‐kenta. Scriva a ran deoc’h, tud yaouank, abalamour ma hoc’h euz trec’het var an drouk‐spered.


Mar d’euz unan‐benag hag hen deuz diou‐skouarn, ra zelaouo.


Hag e kleviz eur vouez euz an env, hag a lavare d’in: Scriv: Eürus divar vreman ar re varo pere a varv en Aotrou! Ia, eme ar Spered, rag diskuiza a reont euz ho labouriou, hag ho oberou a ia d’ho heuil.


Gwelet a riz ive evel eur mor gwer, mesket gant tan; hag ar re ho doa trec’het al loen, hag he imach, hag he verk, hag an niver euz he hano, en em zalc’he var ar mor gwer‐ze, ha telennou Doue ganthe.


An hini hen deuz diou‐skouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: An hini a drec’ho, na recevo koll e‐bed euz an eil maro.


Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a drec’ho, me a roio dezhan da zebri euz ar mann kuzet; hag e roin dezhan eur vilien venn, ha var ar vilien‐ze e vezo scrivet eun hano nevez, ha n’eo anavezet gant den e‐bed, nemed gant an hini a receo anezhan.


An hini a drec’ho, a herito pep tra; ha me a vezo he Zoue, hag hen a vezo va mab.


Eürus ar re a zalc’h he c’hourc’hemenou, evit m’ho devezo lod euz ar vezen a vuez, ha ma c’hellint mond ebarz ar gear dre an norojou!


Ar Spered hag ar Pried a lavar: Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive: Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio; ha piou‐benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.


Hag e‐kreiz plasen ar gear, hag en daou du euz ar rivier, e oa eur vezen a vuez hag a zouge daouzec frouezen, hag a roe he frouez bep mis: ha deliou ar vezen a oa evit iac’haad ar Jentiled.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos