Neuze ar beleg‐braz a rogaz he zillad, en eur lavaret: Gwall‐gomzet hen deuz; daoust hag ezom hon euz‐ni c’hoas a destou? Klevet hoc’h euz breman he wall‐gomz.
Sant Marc 2:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Perag e lavar he‐man gwall‐gomzou evel‐se? Piou a hell pardoni ar pec’hejou nemed Doue hep‐ken? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Perak e lavar hemañ gwallgomzoù evel-se? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken? |
Neuze ar beleg‐braz a rogaz he zillad, en eur lavaret: Gwall‐gomzet hen deuz; daoust hag ezom hon euz‐ni c’hoas a destou? Klevet hoc’h euz breman he wall‐gomz.
Klevet hoc’h euz ar blasphem; petra a zonjit‐hu var gement‐se? Neuze holl e varnjont anezhan dign a varo.
Hag eur re‐benag euz ar Scribed, hag a oa azezet eno, a rezone evel‐hen en ho c’halonou:
Ha Jesus o veza gouezet kerkent, dre he spered, ar pez a zonjent enhe ho‐unan, a lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu ar seurt sonjou‐ze en ho calonou?
Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz da rezoni ha da lavaret: Piou eo he‐man pehini a lavar blasphemou? Piou a hell pardoni ar pec’hejou, nemed Doue hep‐ken?
Hag ar re a oa ouz taol ganthan a gommansaz da lavaret enhe ho‐unan: Piou eo he‐man, pehini memeus a bardon ar pec’hejou?
Ar Judevien a respontaz dezhan: N’e ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanoud, mes evit eur blasphem, hag abalamour, o veza eun den, en em rez Doue.
ha lavaret a rit‐hu e vlaspheman, ha me bet santifiet gant va Zad ha digasset er bed, abalamour ma em euz lavaret: Me eo Mab Doue?