Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 10:36 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

36 ha lavaret a rit‐hu e vlaspheman, ha me bet santifiet gant va Zad ha digasset er bed, abalamour ma em euz lavaret: Me eo Mab Doue?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 10:36
39 Referencias Cruzadas  

Lakeat hen deuz he fizians en Doue; mar kar Doue anezhan, delivro eta anezhan breman, pa’z eo gwir hen deuz lavaret: Me eo Mab Doue.


Neuze ar c’hantener hag ar re a oa ganthan o tiwall Jesus, pa veljont an douar o krena ha kement a oa c’hoarvezet, a oe spountet braz, hag a lavaraz: E gwirionez, he‐man a oa Mab Doue.


Hag an eal a respontaz dezhi: Ar Spered‐Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl‐C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud; dre‐ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue.


Mar he deuz galvet doueou ar re da bere e teue ger Doue (hag ar Scritur na hell ket beza dianzavet),


Evel ma ec’h euz va digasset er bed, em euz ive ho c’hasset er bed.


evit ma vezint holl unan, evel ma’z oud enoun, o va Zad, hag evel ma’z oun enoud; evit ma vezint ive unan enomp‐ni; evit ma credo ar bed eo te ec’h euz digasset ac’hanoun.


Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset.


Ar Judevien a respontaz dezhan: Bez’ hon euz eul lezen, hag hervez hon lezen e tle mervel, abalamour ma’z eo en em c’hreat Mab Doue.


Thomas a respontaz hag a lavaraz dezhan: Va Aotrou ha va Doue!


Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.


Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan.


Rag an hini a zo bet digasset gant Doue, a lavar komzou Doue, rag Doue na ro ket dezhan ar Spered dre vuzur.


Na hellan ober netra ac’hanoun va‐unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va‐unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset.


Labourit, nann evit ar boued a beris, mes evit an hini a bad beteg er vuez eternel, hag a vezo roet deoc’h gant Mab an den; rag Doue, an Tad, hen deuz merket he‐man gant he ziel.


Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset.


Evel ma hen deuz an Tad, pehini a zo beo, va digasset, hag evel ma vevan dre an Tad; evel‐se ive an hini a zebr ac’hanoun, hennes a vevo dreizoun.


ha ni hon euz credet, hag hon euz anavezet ez oud ar C’hrist, Mab an Doue beo.


Jesus a lavaraz dezhe: Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a beurz Doue e teuan; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes hen eo hen deuz va digasset.


hag, hervez ar spered a zantelez, discleriet da veza Mab Doue en eun doare galloudus meurbed, dre he resurrection a‐douez ar re varo, da lavaret eo, Jesus‐Christ hon Aotrou,


Rag ar pez a oa impossubl d’al lezen, abalamour ma oa rentet di‐c’halloud dre ar c’hig, Doue hen deuz hen great: o tigas he Vab he‐unan en eur c’hig henvel ouz hini ar pec’hed; hag evit ar pec’hed, hen deuz condaonet ar pec’hed er c’hig;


pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen!


Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos