Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 5:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz da rezoni ha da lavaret: Piou eo he‐man pehini a lavar blasphemou? Piou a hell pardoni ar pec’hejou, nemed Doue hep‐ken?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c’hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken?

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 5:21
23 Referencias Cruzadas  

Neuze ar beleg‐braz a rogaz he zillad, en eur lavaret: Gwall‐gomzet hen deuz; daoust hag ezom hon euz‐ni c’hoas a destou? Klevet hoc’h euz breman he wall‐gomz.


O klevet kement‐man, darn euz ar Scribed a lavare enhe ho‐unan: An den‐man a vlasphem.


Rentit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion; ha n’ed it ket da lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Ni hon euz evit tad Abraham; rag me a lavar deoc’h ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham.


Hogen, eun devez ma oa o kelen, e c’hoarvezaz ma oa azezet eno Farizianed ha doctored euz al lezen, pere a oa deuet euz a holl vourkou Galile, euz ar Jude, hag euz a Jerusalem, ha galloud an Aotrou a oa eno evit iac’haad ar re glanv.


Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a gomzaz outhe hag a lavaraz: Petra a rezonit‐hu en ho calonou?


Hag ar re a oa ouz taol ganthan a gommansaz da lavaret enhe ho‐unan: Piou eo he‐man, pehini memeus a bardon ar pec’hejou?


Ar Judevien a respontaz dezhan: N’e ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanoud, mes evit eur blasphem, hag abalamour, o veza eun den, en em rez Doue.


Piou a zavo evit tamal ar re choazet gant Doue? Doue eo an hini a justifi anezhe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos