Hen ho lezaz neuze, hag o veza eat kuit euz ar gear‐ze e teuaz da Vethani, leac’h ma tremenaz an noz.
Sant Marc 11:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel ma tostaent ouz Jerusalem, ouz Bethfaje ha Bethani, tost da venez Olived, Jesus a gassaz daou euz he ziskibien, Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa dostajont ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, |
Hen ho lezaz neuze, hag o veza eat kuit euz ar gear‐ze e teuaz da Vethani, leac’h ma tremenaz an noz.
Ha pa oe azezet var menez Olived, he ziskibien a dostaaz outhan a‐du, hag a lavaraz dezhan: Lavar deomp peur e c’hoarvezo kement‐se, ha pehini a vezo ar sin euz da zonedigez hag euz a fin ar bed.
hag a lavaraz dezhe: It d’ar villajen a zo dirazoc’h; ha kerkent ha ma veot eat enhi, e kefot eun azen yaouank stag, var behini n’eo c’hoas pignet den e‐bed; distagit‐hen, ha digassit‐hen d’in‐me.
Ha pa edo azezet var menez Olived, dirag an templ, Per, Jakes, Ian hag Andre a reaz a‐gostez ar goulen‐man diganthan:
Neuze e kassaz daou euz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe: It en kear, hag e kavfot var hoc’h hent eun den o tougen eur podad dour; it var he lerc’h.
Neuze e c’halvaz an Daouzec, hag e commansaz ho c’has daou‐ha‐daou, hag e roaz dezhe galloud var ar sperejou impur;
Neuze e tistrojont da Jerusalem, euz ar menez a c’halver Olived, pehini a zo eur sabbat bale euz a Jerusalem.