Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 24:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Ha pa oe azezet var menez Olived, he ziskibien a dostaaz outhan a‐du, hag a lavaraz dezhan: Lavar deomp peur e c’hoarvezo kement‐se, ha pehini a vezo ar sin euz da zonedigez hag euz a fin ar bed.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

3 Hag él ma oé Jesus azéet arh er mané a Olivèd, é zisciplèd e dostas tehou é‐cuh, én ul laret: Laret t’emb pegourz e tigoéhou en treu‐zé, ha doh péh arrès e vou hanàuet hou tonnedigueah ha tu dehuéhan er bedmen.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 24:3
23 Referencias Cruzadas  

Neuze Jesus, o veza kasset kuit ar bobl, a ieaz en ti; hag he ziskibien a dostaaz outhan, o lavaret: Displeg deomp parabolen an ivre er park.


Evel‐se e vezo e fin ar bed; an elez a zeuio, hag a separo ar re drouk euz a‐douez ar re just;


Neuze he ziskibien a dostaaz hag a lavaraz dezhan: Ha n’ec’h euz‐te ket anavezet eo bet scandalizet ar Farizianed pa ho deuz klevet ar pez ec’h euz lavaret?


Rag Mab an den a zeuio en gloar he Dad gant he elez; ha neuze e rento da bep hini hervez he oberou.


E gwirionez hen lavaran deoc’h, beza ez euz hinienou hag a zo aman prezant, ha na varvint ket, ken n’ho devezo gwelet Mab an den o tond en he rouantelez.


Neuze an diskibien a zeuaz da gavout Jesus en eul leac’h distro, hag e leverjont dezhan: Perag n’hon euz‐ni ket gallet kas an drouk‐spered‐se kuit?


Evel ma tostaent ouz Jerusalem, ha pa oant deuet da Vethfage, tost da Venez Olived, Jesus a gassaz daou ziskibl, o lavaret dezhe:


Rag, evel ma teu al luc’heden euz ar Zavheol ha ma sclera beteg ar C’huz‐heol, evel‐se ive e vezo donedigez Mab an den.


Neuze e vezo gwelet sin Mab an den en env; neuze ive an holl boblou euz an douar a vezo glac’haret, hag a skoio var boul ho c’halon, hag e velint Mab an den o tond var goabrennou an env, gant eur galloud hag eur c’hloar braz.


Hag evel ma c’hoarvezaz en amzer Noe, evel‐se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den;


hag evel na ouient netra ken a zeuaz an diluj d’ho c’has holl ganthan; evel‐se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den.


Hogen gouezit an dra‐man, penaos ma ouefe ar pen‐tiegez da be boent euz an noz e tle al laër dond, e veillfe ha na lezfe ket toulla he di.


ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen!


Hag e c’houlenjont diganthan: Mestr, peur eta e c’hoarvezo an traou‐ze, ha dre be seurt sin e vezo anavezet emaint tost da c’hoarvezout?


Mes hen a lavaraz dezhe: N’e ket deoc’h‐hu eo anaoud an amzeriou hag ar momanchou hen deuz merket an Tad dre he c’halloud he‐unan.


(rag neuze hen dije ranket souffr meur a vech abaoe m’az eo crouet ar bed); mes breman, eur vech hep‐ken, da fin an oajou, ez eo en em ziskouezet evit lakaad fin d’ar pec’hed, ouz en em zacrifia he‐unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos