Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.
Sant Marc 1:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ian a vadeze en dezert, hag a brezege badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Yann a zeuas o vadeziñ el lec’h distro hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec’hedoù. |
Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.
Ha bro ar Jude holl ha tud Jerusalem a iea d’he gavout, hag e oant holl badezet ganthan e rivier ar Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.
Ha Ian a vadeze ive en Enon, tost da Zalim, rag kalz a zour a oa eno, ha di e teue an dud evit beza badezet.
Gouzoud a rit petra a zo c’hoarvezet er Jude holl, hag er pen‐kenta er Galile, goude ar vadiziant prezeget gant Ian;
Ha breman, perag e taleez‐te? Sav, receo ar vadiziant ha bez gwalc’het euz da bec’hejou, en eur c’hervel hano an Aotrou.